Accès au programme régional de la St-Yves 2009


[
GOUEL ERWAN GANT AR BED
]

Saint Yves/Gouel Erwan, ur gouel poblek ha laik bet lakaet war-sav gant ar gevredigezh Fest Yves/Gouel Erwan, ha bet krouet e 1997, zo deuet da vezañ Gouel Breizh tamm-ha-tamm. An talvoudoù arouezet gant Erwan Helouri Gervarzhin, a oa bet disklêriet sant er XIVvet kantved, zo bepred talvoudoù Breizh ha pa vefe sevenadurioù all a-leizh o rannañ anezho an eil gant egile : brokusted, degemer, kengred, justis. Un dalvoudegezh hepken hon eus ouzhpennet dezho : ar gouelioù.

Fest Yves/Gouel Erwan a soñj dezhañ emañ pep hini o tougen e sevenadur, meur a sevenadur zoken, ha dre se ez eus gant pep hini ur roll oberiant da c’hoari evel c’hoarier hag evel treizher.

E Breizh hon eus chañs o kaout da hêrezh ur yezh hag un istor a levezon hag a framm hiziv an deiz c'hoazh hon darempredoù er gevredigezh en un doare dibar.

En tu all d'ar boazioù hengounel leun a vuhez zo liammet ouzh treuzkas an arzoù pobl breizhek ez eo Breizh al leurenn vrasañ evit ar sonerezhioù a vremañ e Frañs, taol-lañs an holl zoareoù seniñ ha se n'eo ket dre zegouezh. Er memes mod ez eo Breizh ur vro er penn a-raok dre m’en em ouestl d’an obererezhioù a genskoazell etrebroadel, d’al labour a-youl-vat evit ar c’hevredigezhioù, abalamour m’eo digor war Europa ha war tachennoù teknologel zo.

Tro hor bez gant Gouelioù sant Erwan, a vez aozet war-dro an 19 a viz Mae, da lakaat war wel un tammig muioc'h hon dibarderioù, hon tud donezonet-kaer hag hor youl da grediñ en ur

VREIZH : KAER, A RA BERZH, KENGRET HA DIGOR WAR AR BED !

Adkavit an holl abadennoù a vo aozet gant izili ar gevredigezh war

www.saintyves-gouelerwan.com

Keloioù bemdeziek ar gevredigezh Fest Yves - Gouel Erwan a zo war :

http://festyves-gouelerwan.blogspot.com

> Keloioù fresk

Adkavit roll abadennoù ar Gouel Erwan 2009 war lec'hienn ar Rannvro :
www.saintyves-gouelerwan.com


> Chomlec'h

Fest Yves/Gouel Erwan

12bis, allée
des Maîtres de Poste
35720 St-Pierre de Plesguen
+33 (0) 2 99 73 90 33
>>Mail